Diskouezadeg nevez gant Armorscience « komz a ra al loened » (les animaux ont la parole), da welet (ha selaou) amañ : http://www.lesanimaux.armorscience.com

E-pad an enkadur en deus KSL labouret gant ar gevredigezh Armorscience evit treiñ e Brezhoneg displegadennoù an diskouezadeg « komz a ra al loened. »
Graet eo bet an troidigezhioù gant izili ar strollad KSL « Sevenadur Breizh » gant sikour ar c’helenner Emmanuel Pastori.
Hag enrollet eo bet displegadennoù an diskouezadeg gant Per Lavanant.